Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
CHANSONS BRETONNES.
Hac hi na deus gwennec anhê,
Met ’c’h ê brawa plac’h a valé.
IV
Mab ’r Gernewè a zaludè
’N ti ’r Poullé coz pa antréè :
— Bonjour ha joa ’bars an ti-man.
Mari ’r Poullé pélec’h é-man ?
— Ma ê clanv fall war he gwélé,
C’hui ’zo caus, ôtrô ’r Gernewè.
— Mari, zavet deuz ho kwélé
D’eureujin ’n ôtrô Gernewè,
D’eureujin ’n ôtrô Gernewè,
Ha na vé ket contant he ligné.
— Me n’ zavin ket deuz ma gwélé,
Pa n’ ê ket contant hô ligné,
Pa n’ ê ket contant hô ligné
A venn merc’h caer er Gernewè.
Me a varvo aman fété
Gant hon mabic, caer ’vel ann dé.
GWERZ IANNIC HERRI
N’allan na lenn na studian
Gant trouz ar c’hiri o néan,
Gant trouz ar c’hiri o néan,
Gant mouéz ar merc’hed o canan.