Pempzekvet bloavez. N°1
Miz Genver 1914
Feiz ha Breiz
Kannad Miziek ar Vretoned
D’ar re holl a gomz brezonek
Yez an dud krenv ha kalonek
Bloaz nevez mat digant Doue
Yec’hed d’o c’horf ha d’o ene.
|
Nedelek Breiz
————
A greiz ma oan, zioul braz, o lenn,
Ma levr ganin war ma barlenn,
Set-hu ’m euz clewet, en noz don,
Kleier o son.
Kleier braz ha kleier bihan,
A lavare oll, dre o c’han :
« Dastum da levr ha sav buhan !
» Sav a les-se, deus war hon lerc’h
» A dreuz an noz, a dreuz an erc’h,
» Da gad an amzeriou da zond,
» Du-hond, du-hond !
» Achu e ar blaveziou kri ;
» An oabr ec’h a da digerri :
» Nedelek Breiz a zo arri !
» Vel mesaerien Galile,
» Sell, eman Breiziz war vale,
» Eur stereden o deuz gwelet
» Hag ec’h int et.
|