— « Ya ! emezan gant ruster, o skeud ! lavaret mat am eus. Paeet mat oun evit gouzout, marvat, me hag a vev ganto ! »
An artilher koz, faë gantan, a reas eun hejaden d’e skoaz. « Gwelet a ran, emezan, emaoc’h dalc’hmat o farsal, c’houi hag ho seurt. »
— « O farsal ? » eme Loull sounn e gribel gantan. E dal lapous a yeas, kouls lavaret, da dapout an treustou hag e oe eno, evel pa lavarjet, krouget oc’h korden e gloc’h.
— « O farsal ? emezan, evit an eil gwech. Ac’hanta, otrou Keïneg, pegement a root d’in ’ta mar eman ar wirionez ganen ? »
— « Ar pez a giri !… »
— « Ugent real ? »
— « Alo, ugent real ! Marc’had grêt ! Asa, pôtr kêz, penos a ri evit rei d’in da gredi eo êt ar c’hleier eus o neiz ? »
— « Grêt em bezo hent ganto ha pa rankfen evit se brevi va zammou eskern ».
O klevet Loull, an holl a zirollas da c’hoarzin. Mes ar zakrist a lavaras d’ezo dichek :
— « Ne dlefec’h ket c’hoarzin evel-se, otronez. Traou a zo hag a ve pec’hed esa kompren anezo. Ar pez a lavaran ober a gousto d’in marteze muioc’h eget na gredit. N’eus fors ! roet em eus va ger : derc’hel a rin d’ezan ! »
Kregi a eure en e weren hag oc’h asten e vrec’h e lavaras :
— « Klevit, otrou Keïneg. Kemeret a ran da destou ar re holl a zo aman : disadorn d’abardaez, d’an heur-man, e viot holl en Aval Aour evel hirio. En deiz se, mar plij gant Doue, ec’h oufot hag hen ez a e gwirionez ar c’hleier da Rom pe ne deont ket ; ken gwir eo ar pez a lavaran d’eoc’h hag ez a ar jistr-man da veza evet ! »
— « Mal eo, sakrist ! a lavaras pôtr ar butun. Da c’hedal me a bae eur chopinad-all ».
Ne oe ket an diveza, e c’hellit kredi. Pep unan a baeas e droiad chopinadou, ha Loull a zistroas d’ar gêr pounner e benn. Huvreal a reas hed an noz edo oc’h eva barrikennadou jistr diskarget e kleier hag a oa outo diskouarn henvel ouz re skudellou jistr hostaliri an Aval Aour. Loull Vras en doa c’hoaz eun lamm droug-penn antronoz pa zavas da gana ar servichou.
Deuet eo pardaez ar Zul Bleuniou. Lakel eo ar bod beuz benniget us d’ar pinsinou e pep ti, e pep park. Ar barrez a-bez a oa en oferen-bred ; Keïneg e unan, ar pôtr faro, a oa bet en oferen. Mont a rea gwech ha gwech, marteze evit kaout berroc’h an amzer, marteze evit kaout tu goude da wapât. Kredi c’heller e teuas en deiz-se d’an oferen o c’hedal klevet Loull o kana a-dreuz hag a-hed. Mes neuze e kollas e boan hag e amzer, rak Loull a ganas kaeroc’h eget biskoaz.
Milio a dapas eun oferen a eun heur hanter… ha Môna a zerras e wenneg kador gant reou an dud-all. Tapet brao ar pabor !
An dervez a zo bet mat evit ar zakrist ha gwelloc’h c’hoaz evil Môna, e wreg. Ha setu perak e oe druzoc’h ar zouben da goan. Eur yarig lardet kaer, poazet en ougnoun fritet… Môna, eur penn laouen d’ezi evel au heol… gwin rus leiz ar gwer… Setu peadra da domma penn ar zakrist ha da zistagella e deod !
— « Diriaou, emezan, ez ey ar c’hleier da Rom, hervez ma leverer. Me fell d’in gouzout ha gwir eo an dra-ze. Atô em eus bet sonjet e raje plijadur d’in gwelet kêr ar Sabed. Môna gez, me a yelo da Rom gant ar c’hleier, hag arabat eo d’it esa derc’hel ac’hanon, rak mont a rin kousto pe gousto. Traou a zo hag a rank beza grêt, pe dre heg pe dre gaer ! Mar fell d’it kousket didrabas goude va maro, arabat d’it stourm ouzin an disterra. Red eo d’in gwelet Rom, red eo d’in daoulina e-hars treid ar Pab ».
— « Ez eo d’it lavaret, Loull gez ! Hag e pelec’h e kavi arc’hant da baea ar mizou ? »
— « Asa, Môna, ro peoc’h d’in gant arc’hant ha mizou ! N’em bezo ezom ebet eus arc’hant da gadoriou, klev ! »
— « Alo, mat eo ! Kerz da Rom eta, ha kas ac’hanon ganez. Ne chomin ket war an douar e keit ha ma vi o pelerinaji e bro ar c’hoummoul ».
Ha Loull ne gav, evel just, netra da lavanet e kement-se ; sonj en deus en doa lavaret ar mêr d’ezan, da zeiz e eured, e tle ar wreg mont e pep lec’h da heul he ozac’h.
Ar Yaou-Gamblid, eun dervez nevez-amzer dudius etre an dudiusa. Eun avelig skanv skanv o tont eus an hanternoz a skub an denvedigou a oa chomet en nenv a-zilerc’h an arne.
Môna a zo bet oc’h en em glevet gant Poezevara, an touller beziou. Roet e vezo d’ezan dek gwenneg dre zervez evit kana ha son keit ha ma vo Loull oc’h ober e dro. Aez e vezo d’ezan gounit e arc’hant, rak n’eus mui na da gana na da zon ac’han da Bask. Eur strakerez hepken a vezo da vale dre ar vered, tro-war-dro d’an iliz, evit lavaret d’an dud fidel eman an ofisou o vont da veza lennet dirak an ôteriou e kanv.
Eun alc’houez a groz er polailh merglet, ha dor an tour da zigeri goustadik. Loull, daoubleget, a jach war dourn e wreg dre bazennou striz ha leiz betek kambr ar c’hleier… Emaint erru… Setu aze ar c’hleier benniget krouget ouz treustou dero mat ; franwal a reont gant an avel. Tri a zo anezo, daou vras : Mari-Jan ha Mari-Louiz, hag unan bihan, Korantinaig, savet us d’ar re all.
- Anatol ar BRAZ.
- Troet en brezoneg gant Pluenzir.
(da heuilh)