Mont a rejomp dre ar vered, klask a rejont war an hent bras a ra an dro d’an iliz hag e leuriou an tiegeziou tro wardro ha betek er parkeier. Poan gollet. Ne gavjont e nep lec’h tamm ebet eus korf bras Loull.
Ar bezier a lavaras :
— « Ba ! ha ! Môna, mar kirit, me lavaro eun dra d’eoc’h ».
— « Lavar ’ta, Poez ! »
— « Lavaret a rit, Môna, n’eman ket
Loull war hent Rom — hag eno marteze e faziet, — n’eo ket war an douar kennebeut, var va meno, eo d’eomp klask e relegou ».
— « Daoust ha perak ’ta, Poez ? »
— « E feiz sur, Môna, gouzout a rit pebez korf iskis en doa Loull, ho pried ! Bras oa evit gwir, mes ken tano, ker moan ! Me yafe e klaoustre eman Loull breman pe e-harz treid ar Pab, e Rom, pe d’an nec’h o c’hournijal etre diou goumoulen… »
Ha Môna dioc’htu da zevel he daoulagad da zellet en uhel. Ne welas avat nemet denved gwenn henvel ouz ar re a gaver en hor parkeier.
— « Pa vo kouezet an avel, marteze !… eme an touller. Kreiz-de oa, poent meren, ha gwreg ar zakrist a bedas Poezevara da vont da zebri ar zouben ganti. O daou e tebjont hag ec’h evjont, o c’hôz gant ar paour kez Loull Vras, na petra ’ta !
Gwener ar Groas a dremenas tenval, sioul, ankenius, eur gwir dervez a ganv, daoust d’an nevez amzer a c’hlaze ar prajeier hag a lakae al lapoused da gana er girzier. Er mareou-ze, ar Vretoned a zouge d’an Otrou Krist kanvou bras end-eün. Eus pep keriaden, eus pep ti, e teue tud d’an iliz da bedi dirak ar bez ha da skuilh daelou war boaniou Hon Zalver. Konta reer, zoken, e kavet neuze war ar mêziou plac’hed evel an hini ez an da gomz anezi aman.
Eun devezierez a Langazou a yeas da govez da vintin Sul Fask. Ar c’hovezour en e dammig prezegen a gomzas d’ezi eus Pasion ha maro an Otrou Krist benniget er gwener a-rôk.
— « Petra ! emezi meurbet souezet, an Otrou Krist a zo maro ? »
— « Ne c’houiec’h-hu ket ? »
— « Nan dâ, Otrou Person, ni a zo o chom ker pell eus ar vourc’h ! Ni a glev ar c’heleier bepred eiz dez varlec’h ar re-all ! Mar hon divije gouezet e vijemp deuet holl d’an obidou !… »
E Plougonan eo hon deus da ober, chomomp eta e Plougonan.
Berniou tud en em zestume war dachen ar vourc’h, pôtred e du, plac’het gant mantellou hir.
Holl o doa da vont da govez. Meur a hini a reas diwar nij eur zell tost war ar goustians, rak n’oa ken kôz nemet eus Loull an dianket. Ti ar marc’hadour butun a oa leun kouch ; Milio Keïneg n’ehane da glabousat a-drenv ar podou gwen skrivet warno : butun korn, butun-fri.
« Alo ’ta farserien, emezan, divalo eo d’an dud a iliz se ober gwap ac’hanomp evel a reont… Me oar e pelec’h eman Loull Vras oc’h ober e dro e Rom… En unan eus kambrchou an tour eo e tremen ar pôtr-se e amzer o tevi korniadou butun. Eus eun tu-all, Môna, e vreg, a lavaro d’eoc’h en deus kaset gantan eun dorz vara, eur vouestad sardined, eur voutailhad gwin-ardant ha diou voutailhad jistr : peadra da dremen gwener ar groas hep treutat ! »
Unan bennak ’velkent a gredas lavaret edo Môna o ouela dourek d’he fried maro.
— « Ya ! ya ! Komzomp ’ta ive, mar kirit, eus an intanvez glac’haret-se ! Mont a raje, war e meno, da heul e fried, hag e keit-se e oa mall ganti disken da leina gant Poezevara, an touller beziou… Goulennit ’ta hoc’h-unan digant heman. Lavaret a rey d’eoc’h e unan n’en doa bet biskoaz eur seurt friko… Loull ha Môna ! hi ! hi komper ha komer ! en evelep sac’h !… Varc’hoaz, da zek heur, e welot Loull Vras o tisken eus e dour seder evel an heol. Hag e tiredo d’an Aval Aour da ober gwap ac’hanomp, klevel a reot anezan o lavaret :
— « Setu me, tud kez ! Bet oun e Rom war gein Mari-Jan ; mont a ra eta ar c’hleier da Rom !… »
— « Turbulutu ! Arabat dont da gonta traou evel-se d’in-me !… Me a zo re goz, ha deskadurez vrao am eus !… N’oun ket eus ar re a vez tapet gant peg evel ar filiped… Va baro-me n’eo ket grêt gant ar balan a skub an ilizou… Anaout mat a ran kêr ar Pabed ; bet oun ebars, ya laouen ! ha n’eo ket kleier eo hon doa etre hon divesker, nan, fidamdousik, kanoliou eo ez oant, grêt int-i ive gant arem, gwir eo, mes gant arem hag a groz e doare-all !
Lezit da gas, gedal a ran hep aon ebet ho Loull Vras !… »
Da re-all e lavare c’hoaz :
— « A ! bet out du-ze eta, kamarad ? Sac’h an dien ! Komzomp aman eur pennadig. Bei out war ribl ar C’horso ? Gwelet ec’h eus chapel sant Sixt ha klevet an oferen e iliz sant Per ? Ha kastel krenv an El-mad oun bet ennan c’hoec’h sizun evel soudard ? Christo della Madone ! Ma teu Loull Vras a-benn eus e dôl, m’hen tou, me a yelo da govez disul ! » Milio Keïneg a lavaras kant gwech an traou-ze hed an dervez, da lavaret eo, ken aliez gwech ha ma teue tud-all en ti. En doare-ze e teuas a-benn da werza eun toullad brao a bakadou butun, hag ive da lakât douetans e kalon meur a hini war feiz ar zakrist…
- (Da heuilh)
- Anatol ar BRAZ.
- Troet en brezoneg gant Pluenzir.