heuilh an heol a renke neuze boutan an noade[sic] vihan war rauk eun dek pe daouzek munuten bennag.
Breman ’ta eo pemp heur en Jaffa ha war-dro c’houæc’h heur e tle bean an disken. Amzer am euz d’ober ma fedenno war o hed. Poan, avad, an euz ma spered da asanti gant ma geno ar beure-man. Bremazonn trouz kloc’hik Jaffa a lake ’nean da redek ; setu c’hoaz eun drouz-all hag ec’h eo c’hoaz eun dudi hen klevet : mouezik flour eur skrilh a deu bete ma diskouarn. Aboue on war al lestr, n’eo ket digoueet ze ganin. Daoust perag e kan evidon loenik Doue hirie ’vit ar wech kentan ? Me ’gred e sant heñ ive an douar hag e trid evit se e dammik kalon. Ma ! lakat ’ra e gan ma hini da dridal ive.
Ya, stad vraz a zo ennon o sonjal ec’h an da gwitaat evit eur pennadik al lestr-man, ec’h on krog da skwizan warnan. Bremazonn e lakin ma zroad war an douar stard hag an douar-ze eo an Douar Santel. Evit kerzet warnan ec’h on deut ; rei a ra Doue d’in ma mennad ; trugare d’ean !
Ha setu distro ma spered d’ar gær, e-unan penn, ha deut da gemer lod en peden ma muzello, rag daoulinet on er chapel ’vit trugarekaat an Au. Doue goude ma oferen.
Leinan a ran breman hag en eun doare fetisoc’h evid ar beureo-all : na vo ket meren hirie ac’han da eun heur, pa vefer arru en Jeruzalem. Da c’hortoz, begad e-bed nemet eun tamm kreun ’barz an tren da goulz adlein.
’Benn ec’h on distro war ar *bourz, e kavan ’nean