Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/104

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TRIED PENNAD


————


EUZ A JAFFA DA JERUZALEM


I


Pok d’an Douar Santel. — Eur « voskeen » dister


D’ar merc’her ar bevared a Wengolo. — Kentan tra a ran, eur wech kemeret troad ganin war an Douar Santel, eo poket d’ean. An holl belerined a ra ze, ha gant pebez kalonad en o c’hreiz ! Tremen a ra dre o spered an holl c’hraso an euz skuilhet an Autro Doue war ar vro-man epad pevar mil ’la, aboue krouidigez ar bed bete donedigez hon Zalver : aman e vevaz pobl Israel, ar bobl na oa nemetan d’ansav, d’*azeuli ha da zerviji ar gwir Doue, ar bobl a dlee dont dioutan an Hini a lakje ar peuc’h etre Doue hag an den, hon Zalver Jezus-Krist, gwir Doue ha gwir den war eun dro. Aman e vevaz hag e varvaz Jezus dre garante ’vidomp ! Aman e hadaz greunen an Aviel, deut aboue da zevel ha da vean eur ween vraz a danver breman he freuz binniget en kement læc’h