a zo dindan an heol. An douar-man, an euz bet redet warnan ive, e mare ar c’hroazadeier, goad hon zud koz, deut d’hen difenn eneb an Turked dife ha digar, ar goad a red en hon goazio-ni.
Setu petra a zonjomp holl o poket da gæ Jaffa, ha meur a hini ac’hanomp n’int ket ’vit harz da c’hlebian ’nean gant o daelo.
A-boan eo bet d’in bean savet ha bean ’n em laket da gerzet, ma santan an douar o krenan ha, koulz laret, o kouac’han hag o tec’hel dindan ma zreid evel pa vijen c’hoaz o kerzet war leur al lestr : peadra da rei da gredi d’ar re am gwele o kerzet e oan mezevennet.
Ze, avad, na bad ket pell : adkustumi a ra buhan ma zreid pouezan war an douar. En em stardan ’reont war an hent meinet fall a zav euz ar mor da greiz kær. Poultr e-leiz a c’holo ’nean. Ha pegen moan ! ha pegen kamm ! En daou du, tier vil, tier paour, a-wejo enne stalio louz. War hon dorn mad e kavomp eun nor goz, *kelc’het euz kroec’h, ha ni da dremen dindani ha da ziskenn en eun ti a gavan henvel aoalc’h ouz diabarz eur forn ; ar magorio ’zo e noaz. — « Daoust petra eo an toull-man ? » a laromp an eil d’egile. — « Aman, eme hon fautr a-raug (unan euz an Tado yaouank deut euz a Jeruzalem da benn-hent d’imp), aman en em gavomp en eur « voskeen » da laret eo, en eur sort iliz goestlet, gant an dud divade, da Vahomet o falz profet. En homan, dre mac’h eo bihan ha paour, hon deuz gallet dont hep lemel hon boto ; red e vo d’imp, avad, hen ober kent mont en moskeenno meur Jeruzalem.