Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

wenn en em led a-dreuz d’ar gompezen hag a zav etrezek meneio Moab : hent Jeruzalem eo hennez ; an hent hon dije renket heuilh war varc’h, pe war azen, mar ’hon dije græt hon beaj breman ’zo dek ’la. Hennez a ve heuilhet c’hoaz hirie gant an Arabed, ’balamour na blij ket d’ê bean douget nag ober dougen o zreo gant an hent houarn.

Ni, avad, a gemero bremazouden an tren hag ar c’houlz a zo deut evidomp da vont d’an ti-gar evit hen kemer : tostaat a ra da eiz heur.


————


IV


Ar c’hezeg arab. — Mevelien ar Sultan. Gar Jaffa.


Peurober a reomp ’ta hon gweladen d’ar c’hlanvdi ha ni da vont gant ledanan ha kaeran ru ’zo en Jaffa ; n’euz ket pell eo bet digoret.

Dre ma kerzomp divalo evit sellet en-dro d’imp, ec’h omp tremenet gant ar goeturio a gas d’ar gar ar belerined o deuz bet *kertri da gerzet. Ya, goeturio ! ha peder rod d’ê, mar plij. Hanval-tre int ouz ar re a ruilh war baveo Marseilh hag a rer anê fiakred. Ken hanval int ken ec’h int ar memes re. Ac’hane e teuont. ’Boue daou pe dri bla ’zo, e werzer marc’had mad goeturio