Zantel (El-Kods). Hi a heuilhomp hag a heuilfomp dam-dost bete penn hon beaj.
Drezi e tremen ive beajourien hag a ya war droad. Gant sellet piz, e welomp, o hedan gwele ar *froud, eur wenojen hanval ouz eul linen gamm ha digompez. Pleustret eo, n’eo ket gant tud hepken, gant loened eo ive. Digoueout a ra d’imp gwelet o tremen drezi eun harnezik hep karr. Larout a ran eun harnezik, rag n’euz enni nemet daou *ganval : a-wejo e vent dek pe daouzek, staget gant eur gabestren an eil ouz lost egile, o fri gante en ær, o c’herzet disneu ha divalo dindan ar zamm a zo fichet etre o daou dort ; ’raug an hini kentan e ve an toucher pe war e gein. Lakait, mar keret, eun nebeut Arabed da heuilh al lostennad ha neuze ho po eur « garavanen », ’vel m’eo dleet. Gwelet a refomp ouspenn unan a sort ganti war hencho Jeruzalem.
Homan, hi, a zo bihan bihan ; ha koulskoude, e talv ar boan he sellet. An daou ganval a zo gante bep a zamm