unek heur hanter, e welomp ar runio (rak kouac’het o deuz an tosenno) o c’hlasaat hag en em *gelc’han en-dro d’imp evit hon lakat evel ’barz eur *foulin. Eur oazik ive a welomp o redek : eun dudi evidomp ! Setu aman eun dra-all a lak muioc’h c’hoaz a stad ennomp. Euz eul liorzik e klevomp o sevel hopadenno hag a zo, a dra zur, evidomp, rag an daou c’hir-man a zo enne : « Bevet Frans ! » Ha, pa zellomp war an tu-ze, e welomp eur c’hropad pautred vihan ha pautred krenn bodet en disheol hag o hijan bonedo ha mouchouero. Hini ’bed ac’hanomp na oar piou ec’h int. Eun nebeudik goude e poz an tren hag e larer d’imp gant unan euz an Tado eman ar vugale-ze er skol ’ti Breudeur ar Skolio kristen en Jerusalem ; deut int aman hirie d’ober eun diskwizaden.
Ar gar a skoilhomp enni breman a doug hano koant eur geriaden a zo ive euz ar c’hoantan, an hano a Vittir. Kement e plijont d’an autro ’Normand, ma lavar d’e