Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/127

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

Koulskoude, eo arabad d’hon daouarn ’n em ankouaat da stlepel re bell ; eul labour-all o deuz d’ober : delc’hel mad d’hon fako evit mirout na vefent kemeret gant an Arabed a zo leiz anê war ar c’hæ hag a fell d’ê o dougen betek hon goetur, Mes na gavont kammed d’en em implian. Neuze e welan daou grennard, o lampet en hon bagonio hag oc’h ober eun dro da welet ha lezet hon deuz enne eun dra bennag. Siouaz evite ! netra, netra nemet restajo bara ha panero bihan goullou, panero ar rezin. Dastum a reont ar bara ’n eur baner, ha setu stad vraz enne : danve eur pred, ha danzeet hep poan : al labour hag an Arabed n’int ket mignoned.

Koulskoude, en porz ar gar, a zo pautred-karr ha pautred-all, ha n’o deuz ket aon rag o foan. Meskan ’reont evel diaoulo evit tapout ar belerined bep-hini en e oetur. Emaint eno eun tregont bennag ha *helibini ’zo gante da c’hout piou a dapo e lod da gentan, Biskoaz luiasen n’am euz gwelet evel homan. Hopal a ra an doucherien en eur wignal d’imp mont davete. *Bragal, tripan ’ra ar c’hezek, ha gante bout ha jech ; ’n em stokan ’ra ar moello-kirri an eil ouz egile. N’eo ket æzet d’ar belerined en em dibab euz eun *hevelep reuz : koulskoude, n’euz bet na skoa dilec’het, na troad friket. ’Vidon-me, n’am euz ket amzer da chom pell nec’het. Diou vræc’h kigennet a dap ac’hanon, hep gout d’in, dre dindan ma c’hazel, hag a zav anon, ma fako d’am heuilh, e-barz unan euz ar goeturio a oa da beurgargan. An diouvræc’h-ze a oa re eun Arab a dlee bean karget gant an toucher da duta evitan. Hag, dioustu, en eul lamp, eo æt d’azean en e gichen.

4