Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —

Ar Groaz zantel a oe bet miret eur pennad en Jeruzalem. Daou c’hant vla goude, ’vit-se, e tigoueaz d’ei bean laeret gant Kosroes, roue Bro-Bers. Setu red ober brezel d’ean, ’vit lemel digantan ar relek sakr. A drugare Doue, trec’hi ’reaz Heraklius warnan.

Mes elæc’h lezel ar Groaz Zantel en Jeruzalem, e tigasaz ’nei da Gonstantinopl, kær-benn e rouantelez. A-c’houdevez eo bet lodennet etre ilizo ar bed katolik.

C’hwel aze ’pez a gonter d’imp e-keit m’ec’h omp en chapel Zantez Helenan.

Mes na daleomp ket pelloc’h enni.


————


VI


Doare Jeruzalem : ar gær gristen hag ar gær digristen. — Ar goan gentan.


Distrei a reomp dioustu d’ar gær dre an hent berran a diskoue d’am bagad unan euz an Tado yaouank. Ar ruio a dremenomp enne a zo ken moan ken eo arabad d’ar *c’hanvaled kerzet enne ; eur vardel houarn, a-dreuz war daou bost, a harz anê da dremen. A-wejo, ’vel en ru Damas, e tremener dindan eur ouel tanau a zo bet stignet etre daou di ’vit disheolian an dud a zo o chom enne. Ruio-all a zo goloet gant lojeiz pe gant leurenno, ’vel leuren ar venec’h gresian. Toullo bihan a ro eun