Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

nebeud sklerijen deuz kroec’h ; en daou du e zo stalio a bep sort, ken teñval ha ken louz an eil hag eben. Pautred hebken a weler enne, o vean ma tle ar merc’hed en em diskouel an nebeutan ’ve gallet. Ar c’hiz-ze zo miret aman gant ar gristenien ’vel gant an dud divade.

Ec’h omp aman e kalon ar gær gristen ; al Latined hag ar C’hresianed a zo bodet en dro da daou vanati braz a chom enne o menec’h. N’o deuz beleien nemete.

Ar re a ble gant al Latined, da laret eo gant ar Gatoliked, a zo euz urz Sant Fransez e Aziz : ’boue ar C’hroazadeier emaint aman, karget gant an Tad santel ar Pab da zioall ouz holl læc’hio sakr ar Palestin. Epad eiz