Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —
c’hel d’ober labourad a-dammigo war o zi ken e vo peurc’hræt.
Evel-se, ive, pa o defe da digemer bagado tud evel hon hini, o deuz da rei d’ê eur sklerijen euz ar c’haeran.
Goude koan, e klevomp an Tad Bailly o rei alio ha Tado yaouank o kanan sonio savet gante evidomp. Neuze ec’h eomp d’ar chapel vraz evit kaout bennoz ar Zakramant. Da gousket breman ! O gant pegement a hast ! diskwizan ’barz eur gwele mad, en eur gambr mentek brao, pebez dudi ’vidomp goude bean bet epad eiz de *peuz-digousk !
————