Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/147

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEMPED PENNAD


————


EN JERUZALEM : EIL DEVEZ


————


DA VETLEEM


————


I


En hent ’vit Betleem. — Perak ec’h er di : noz an Nedelek.


D’ar yao, ar bemped a Wengolo. — N’am euz ket ezom da laret ec’h eo bet mad ma nozvez. C’hoant aoalc’h am ije ’vit ar beure d’he hiraat, ’vit ’n em digoll. Da Vetleem, ’vit-se, e fell d’in mont hirie d’ofernian : eno ’reomp hirie gouel an Nedelek.

Da beder heur hanter, dihunet gant son ar c’hloc’h, e teuan d’an traou. Kaout ’ra d’in da gentan na n’on ket dihun mad. ’Dalek ’m euz laket ma zreid war leur ar gambr, e santan ’nei o kouac’han dindane. Daoust hag