Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —

a yeaz d’e zikour hag en em lakaz ’n o zav war ar vinz evit diskoel e oa d’ê. Koustet ’n euz d’ê, eur wech ouspenn, na blegan ket ; ruilhet an euz eur wech ouspenn o goad evit difenn *gwirio ar Gatoliked war al læc’hio santel. Koustet an euz ive d’ar C’hresianed noazout oute : kondaonet int bet gant ar pacha da bæan an digoll ha, da c’hortoz, e zo bet laket meur a hini anê en disheol.

Ar gentel-ze, emichans, na harzo ket anê da hadkrigi gant o zroio disleal ha vil pa gavfont an tu : a-viskoaz ec’h int bet techet d’al laeronsi ha d’an drubarderez.

Ha, dre-holl, ec’h int an hevelep re.

En Betleem o deuz c’hoariet o reuz evel en Jeruzalem, bete ’barz al læc’h m’eo ganet ennan hon Zalver.


————


IV


Kleuzen ar C’hinivelez. — Park ar Bastored. — Be Rachel.


Pan erruomp, goude bean treuzed keur ar C’hresianed, ’barz ar Gleuzen zantel, ec’h omp dirag auter ar C’hinivelez. Dindan an daulen war lein e zo, raz d’an douar, eun daulen varbr a zo en he c’hreiz eun toullik rond a c’heller lakat ennan an dorn, E-kenver an toull-ze eo ganet ar Mabik Jezuz. Hag, evit delc’hel sonj a ze, e stagaz al Latined, bean ’zo meur a gantved, en dro