Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— XIV —

’nei z. Evit skouer : Douar Santel a vo lennet gantê Douar Zantel.

Ar verb mont a skrivan ’nean a-wejo herve doare komz Tregeriz : me ac’h a, me ac’h ei ; — gwejo-all, herve hini Leoniz : me a ya, me a yelo.

Memez tra ’vit ar verb bean, beza : aliez e skrivan ec’h omp, e ver, elæc’h emomp, emeur, ’vel ma lavar Leoniz.

’Vit Leoniz em euz laket eun tokig(^) war d’ê hag anê. An ê-ze a dalve d’ê neuze ezo pe eze.

’Vel ma weler, Tregeriz ha Kerneiz a blij d’ê berraat ar zonio ’n eur strizan ’nê. Ze ’vad n’eo ket da damall d’ê ’vel eur rebech. kenkouls e komzont ha Leoniz[1].

Kalz a dreo a c’hellje c’hoaz bean laket aman ’vit sklerât an doare da lenn.

Mes pep lenner, e kredan, a oaro ’n em diluian e-unan-penn.

Mar zo girienno ha n’int ket anaveet, e vo kavet petra a dalveont en eur *geriadur a zo laket da glozan al lever. Eur steredennig (*) a ziskoe ar re eman eno en gwel o zalvoudegez.

Pa valeo al lenner dre Jeruzalem pe endro d’ar gær, e vo mad d’ean ober eur zell gwech ha gwech war ar garten a gavo daoubleget en lost al lever : ezetoc’h e c’hallo dibab e hent.


AN *AUZER.
  1. Gresianed an Attik, gwech-all goz, a verrae meur a zon hag a c’hir grek, ha koulskoude e komzent ken reiz ha re an Ioni.