Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/163

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


C’HOUÆC’HVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : TRIED DEVEZ


————


HENT AR GROAZ


————


I


Oferen bred war ar Be Santel. — Peul ar skourjeadek.


D’ar Gwener, ar c’houæc’hved a Wengolo. — ’Benn pemp heur ec’h on pignet e-barz ar *c’hlastr a ra an dro da volz ar Be Santel hag eno, war unan euz an auterio vihan savet gant Tado an « Assomption », e laran oferen sul Fask. Evuruz e vijen bet o laret anei war ar Be Santel, mes an evuruzded-ze n’eo roet nemet da dri pe bevar belek hepken ha c’hoaz eo red d’ê bean tremenet ’rauk c’houæc’h heur. Adalek neuze e ve ar C’hresianed oc’h oferenni war ar Be.

5