Traouoc’h evit chapel Santez-Veronikan, e kavomp hini ar Zempladen. E keñver da homan e semplaz an Itron Varia pa gavaz he map Jezuz o kerzet gant e groaz ’trezek ar C’halvar. Euz ar paouran eo ha dindan an douar eman, o vean n’euz ket peadra da zevel eur chapel all a-uz d’ei, Dalc’het eo gant beleien an Armeniaded katolik, a zo nebeut anê en Jeruzalem hag a zo sikouret ive gant hon Tad santel ar Pab.
Ac’hane da benn an hent, da laret eo d’al læc’h ma oa palez Pilat, n’euz ket ouspenn pemp munuten kerzet ; mes n’eomp ket betek eno dioustu.
Setu a-uz d’an hent eur *oareg a zav euz an tu deo hag a zeblant rei skoazel d’ar voger uhel en em gav en tu kle. Da wir, treuzi ’ra ar voger ha delc’hel a ra da vont en tu all d’ei war disken. Ar oarek-ze a douge gwech-all eur pondale a dremened warnan ’vit mont euz ti-barn Pilat da gastel Antonia, e kec’h ma chome. Dindan, e oa porz Gabata. læc’h ma halle dont ar Judevien. Evit sevel di e oa eur *vinz varbr, enni eiz warnugent pazen, hag a zo bet kaset da Rom, ’læc’h m’eo miret gant *preder dindan an hano a Scala sancta. Hi he deuz talveet da skouer d’ar vinz zantel a zo bet savet en Santez Anna Wened.
Daoust petra a dalv d’ar vinz-ze tremen ’vit bean eun dra zantel ? — ’Toue sur, dre ar vinz-ze e pignaz Jezuz, de e varo, war-dro dek heur euz ar beure, evit sevel war ar pondale. Pilat ar barner a gerze ’n e gichen. Ar paour kæz Pilat ! Goud a ræ e oa didamall Jezuz ha klask a ræ an tu da dennan anean euz a dre daouarn ar Judevien a c’houlenne ar maro ’vitan. Roet en devoa