Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/167

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —

d’ê da gemer unan a zaou, ’vit rei d’ean ar frankiz : pe Jezuz pe Varabaz, eur muntrer braz. Sonjal a ræ o dije kemeret Jezuz. Poan gollet ! Youc’hal a rejont : Barabaz ! Barabaz !

— « Ha Jezuz, ’ta, eme ar barner, petra refet-hu gantan ? »

— « Ma vo krusifiet ! krusifiet ! »

Goalc’het an nevoa Pilat e zaouarn dirake ’vit diskouel e vije arabad tamall d’ean goad dinoaz ’vel goad Jezuz : poan gollet. — « Ra goueo, eme int, e oad warnomp ha war hon bugale ! »

Lausket en nevoa gante neuze Barabaz hag, en gortoz da zont a-benn da derri o c’honnar, en nevoa græt d’e zoudarded rei taulio skourje da Jezuz.

Ouspenn o *c’hefridi a reaz ar re-man : goude bean gouliet e gorf da Jezuz, en em lakjont da oapaat anean. Stipan ’nean ’vel eur roue a rejont ; ’vit tron eur men euz eur c’hos pilher, ’vit kurunen blincho spern plesennet ha sanket en e benn, ’vit goalen-roue eur gorzen ; ha neuze e stoujont dirakan ’n eur laret : « Salud d’id, roue ar Judevien ! »

’Oant c’hoaz oc’h ober anei gantan pa deuaz Pilat da lemel ’nean euz a dre o daouarn ha da diskouel ’nean d’e enebourien. Kredi a ræ e vije koueet o c’honnar dirak eur c’horf ha na oa ken nemet eur gouli adalek ar penn betek an treid.

Setu perak e welomp breman Jezuz, stipet ’vel eur roue a fent, ha Pilat, e varner, o sevel a-gevred ar *vinz a gas d’ar pondale. Pac’h int en em gavet e kroec’h, e tro Pilat ’trezek ar bobl a oa bodet dindan, en porz