Gabata, hag e lavar d’ê : « Ecce homo ! Setu aze ho ten. »
Poan gollet ! Ar bobl, ’læc’h kaout true ouz Jezuz, a respontaz : « Ar groaz evitan ! Ar groaz ! » — « Ma ! staget anean c’hwi hoc’h-unan. » — « D’ar maro, d’ar maro ! rag laret en euz ec’h eo Mab Doue. »
Ha Pilat neuze da zistrei gant Jezuz d’ar gambr-varn. Na oar ket kaer petra ober d’ean, pa lavar d’ean ar Guzulerien : « Ma roet d’ean e frankiz, n’oc’h ket a du gant Kesar, an impalaer : laret an euz Jezus ec’h eo Roue ar Judevien, ha neb a lar ec’h eo roue n’eo ket mignon da Gesar. »
Ar c’homzo-ze a diskar Pilat da vad. Aon gantan da vean flatret d’an impalaer ha da goll e blas, e voug mouez e goustianz hag e ro da Jezuz e varnedigez : « Mont a ri d’ar groaz ! » ha kerkent d’ar gard ! « Gra ober eur groaz evitan ! »
Gallout a ræ neuze bean unek heur.
C’hwel aze a betra ’digas d’imp sonj *goarek an Ecce homo hag ar c’hazern turk a zo pelloc’hik, ’læc’h e oa palez Pons-Pilat hag e gambr-varn en amzer hon Zalver. Mad e oa d’imp adlakat ze en hon spered na pa ne vije ’met ’vit bean kenteliet. ’Pez ’zo digoueet gant Pilat a disk d’imp bean tud d’hon *dlead, tud eün, koustout da goustout. Na oa ket ennan danve fall : na damalle netra da Jezuz ha c’hoant e zavetaat en nevoa ; mes eun den aonik e oa : aon an nevoa da goll e blas. ’Vit mirout mignoniez Kesar en deuz bet kondaonet eun den didamall. Ha setu ’nean deut da vean ’vit an holl eun torfetour, hag eun torfetour kazuz. Mar gwelomp unan