Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/176

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

Ba ! ba ! na gomzit ken a ze, autro. Mar hon deuz graet eur gaou bennag da gær, setu aze peadra d’he dic’haouan : eun aluzen evit he feorien, mar karet.» Hag, en eur laret ze d’ar pacha, e lake an Tad priol en e zorn eur billet a gant lur.

Talvout ’ræ ar boan kemer eur bakchich evel heman. Ar pacha, na n’eo ket eun den fæuz, heb chom da dermal, e lakaz anean dioustu en e c’hodel. Pe ’c’h eo chomet enni, pe ’c’h eo tremenet en tensor kær, na oufen hen lavarout. »

Epad m’eo bet an Tad o tiviz ganimp diwar-benn an dra-ze ha treo all ken *iskiz, hon deuz græt, ’hed ar mogerio, an hent a zav euz dor Damaz d’hostaliri Itron-Varia-Frans.


————


V


Hent ar Groaz dre ruio Jeruzalem.


’Vel ma reomp bemde, e chomomp en disheol war greiz an de ha, da daer heur, pac’h eo torret eun tamm an domder, ec’h eomp holl ’trezek ar c’hazern Turk hon deuz gwelet evit ar beure.

Eno ’man ar poz kentan euz hent ar Groaz, a ver breman o vont d’ober war eun dro a-dreuz da gær. ’N em renkan ’rer ’vel evit ar prosision ha dougen a rer