Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— XVI —

po græt ’vit ma pije kemeret an eil klas pe ar c’hlas kentan, mes muioc’h talvouduz a ze e vo ho pelerinaj dirag an An. Doue.

Hep poan ive, kouls laret, e ra an nen breman e dro. Douget e ver penn-da-benn betek Marseilh war an hent-houarn, adaleg Marseilh bete Jaffa, war al lestr, hag adaleg Jaffa bete Jeruzalem, adarre war an hent-houarn. Skwiz e ver eun tammik, dreist-holl mar digoue d’ar mor bean rust : mes petra eo ze e kichen ar bec’h a boan a vije da dougen gwech-all ? Ha neuze, mad eo d’ar c’horf, ’vit ar yec’hed, bean kastiet amzer hag amzer.

Evidon, gallout a ran hen laret dioustu, n’he deuz græt ar veaj nemet hadneveât ma goad ha kreski ma nerz.

Mes marteze e skwizan ma lenner o kontan d’ean treo hag a gav divlaz : hast an euz, marvad, da glevet penn-da-benn doare ma felerinaj.

Ec’h an ’ta breman da glask terri e c’hoant, o lakat dirak e zaoulagad, de-ha-de, ’pez a zo digoueet ganin.


————