Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/184

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —

zonek ’vit lakat *mennozio a c’hlac’har en ine ar gristenien. Gwech e-bed n’am euz gwelet netra a c’houekoc’h ’vit al loden anean a lenner aman warlerc’h.



I

Pignomp, ma ine,
War ar C’halvar,
Gwelomp eun Doue
Leun a garante,
Gwelomp eun Doue
En e c’hlac’har.

II

E dreid ’zo griet
Gant an tacho ;
E gorf dispennet,
E benn kurunet,
E gorf dispennet
Gant ar foueto.

III

Gwel-an diwisket,
Savet er groaz ;
E zaouarn staget,
E goste toullet,
E zaouarn staget
Gant tacho braz.
 

IV

Me eo, ma Doue,
Me eo, ma-unan,
Am euz hep true,
Dre ma goall vue,
Am euz hep true
Kresket ho poan.

Diskan

Gwerc’hez vinniget,
Mamm druezuz,
Me am euz lazet,
Hen gouzout a ret,
Me am euz lazet
Ho Map Jezuz.


Hon c’halon leun a *anoaz, e tiskennomp euz ar C’halvar, hag ec’h eomp, vit ar poz divezan, d’he frealzi ouz be hon Zalver. Ya, ’vit he frealzi : rak mar n’eo ket chomet Jezus er be pelloc’h ’vit an dried de, mar ’n euz trec’het neuze war ar maro, n’eo ket hepken evitan eo ar gonid, mes evidomp ive : lakat a rei anomp ive da hadvevan. Setu ’pez a lavar d’imp an Tad Dominik en eur brezegen. Goude, ’reomp taer dro d’ar Be Santel