Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —

Deut eo da wir *diougano klemmuz ar brofeted : setu perak eo glac’haret pobl Israel. O diougano joaüz, avad, ar re ma embannent enne ar Messi, ar Zalver a dlee dont, ar re-ze n’int ket deut c’hoaz da wir ’vit darn euz ar Judevien : gortoz o reont o Messi, ha na deu ket.

Mes labour o defo da c’hortoz : rak deut eo o Messi tremen 1900 vla ’zo. O zud koz, ’vit-se, elæc’h hen anaveout hag hen digemer, a lakaz ’nean d’ar maro, war digare na digase ket gantan plijadur, pinvidigez hag enorio. Darn all euz ar Judevien, koulskoude, a ansav eo deut ar Messi d’ar c’houlz e tlee dont, mes kredi a reont an euz tremenet etouez o zado koz heb bean bet anaveet gante : ha setu i, kenkouls hag ar