Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/195

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SEIZVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : PEVARED DEVEZ


————


WAR AR MENE SION. — BETANI. — JETSEMANI


————


I


Ar mene Sion : mene diou wech santel.


D’ar Zadorn, ar zeizved a Wengolo. — Hirie eo evidomp gouel ar Pentekost. D’ar mene Sion, læc’h ma oa ar Senakl, da laret eo, ar zal a oa diskennet enni ar Speret Santel war an ebestel, e fell d’in mont d’oferenni, ha d’an holl belerined mont da gleved an oferen bred.

Ar mene-ze, ’vit laret ar wirione, n’eo ket uheloc’h ’vit al loden vrasan euz ar gær, penegwir Jeruzalem, goude bean bet azeet en *goeled eun draouien ha war griben diou grec’hien, an Ofel hag ar Sion, a-raug amzer