Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/196

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —

hon Zalver, he deuz bet pignet uheloc’h aboue, ha souzet war du an hanter-noz hag ar c’huz-heol. Ar Sion a oa er c’hreiste d’ei ; setu perak, pell ’zo, n’eman ken diabarz ar mogerio.

Hedan ar re-man a reomp evit mont d’ar Senakl. ’Benn eur c’hard heur e kavomp en eur park eun *delten *kelc’hek ha warni eun drapo a dri liou. Honnez eo hon iliz : evidomp eo bet saved hag an deio-man e vo adarre dispennet, ’vit bean adsaved pac’h arruo eur pelerinaj all. Na c’holo ket al læc’h ma ’n em gave ar Senakl ennan ; al læc’h-ze, deut da vean da Vuzulmiz, a zo bet græt gantan eur voskeen. Mes park an delten a zo ’stok d’ean. Hag er park-man ec’h omp, koulz laret, er gær : e berc’hen eo Urz an « Assomption » an euz bet prenet ’nean tamm ha tamm ’boue eun dek vla ’zo bennak, gant aluzenno roet evit se. Eman en sell ar venec’h, mar deu d’ê c’hoaz aluzenno digant ar bed katolik, da zevel aman eun iliz a vo goestlet da Galon Jezus.

Hag abalamour da betra ? Perak aman kentoc’h ’vit el læc’h all ? ’Toue sur, ma teuer aman en pelerinaj, n’eo ket hepken ’n askont d’ar Speret-Santel, a zo diskennet aman gwech-all war an ebestel, mes ive ’n askont d’hon Zalver Jezus-Krist, a chenchaz aman ’vit ar wech kentan, de ar yaou humblid, ar bara hag ar gwin en e gorf hag en e oad adorabl. Ha sakramant an Auter, daoust hag heñ n’eo ket, goude maro hon Zalver, an desteni vrasan euz ar garante an euz diskoueet en hon c’heñver ? Ya, mar zo eul læc’h war an douar hag a digas d’imp envor euz ar garante dreist-muzul a