eur c’hao dilezet, unan euz an toullo ’ve kleuzet dre aman evit digemer an dour glao.
Aboue, ’zo bet savet eno eun iliz : mes deut eo e-traou pell ’zo. C’hoant a vije breman da zevel eur chapelik el læc’h ma oa, da laret eo, el læc’h mac’h omp breman.
Meur a bez lojeiz a zo bet distrujet aman wardro gant iliz Sant-Per. Ar vuzulmaded, c’hoant gante d’ober euz Jeruzalem eur gær grenv, o deuz troc’het d’ei he lost, kouls laret, ’n eul lezel diavæz ar mogerio neve tu ar c’hreiste, da laret eo ar c’harter-man. Meur a dra koz a zo kuzet aman, dreist-holl treo bet græt gant ar Romaned. N’euz d’ober nemet lemel ar gwiskad douar a zo war c’houre, hag e kaver ’leiz a dreo a zo eun desteni euz doare bevan ar re goz. Tado an « Assomption », ’boue o deuz prenet o fark, o deuz laboured deuz o gwellan ’vit dizolo darn anê ; bernio douar o deuz difoeltred evit furchal. Red eo laret n’o deuz ket kollet o foan nag an arc’hant a zo bet roet d’ê evit se. Kavet o deuz eun hent paveet gant ar Romaned, posto ’vel ar re