Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/203

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —

taoulagad ’trezek an hanter-noz, hag e welfet, pell duont, en tu deo d’an draouien hag e-keñver bered koz Sant-Briek, eur c’hoadik a rer anean koat Toupin.

Roet da heman eun hano-all, an hano a Jetsemani, ha setu c’hwi kavet ganac’h al liorz koadek ec’h eaz Jezuz enni gant e ebestel, goude bean græt, ’barz ar Senakl, sakramant an Auter.

’Vit mont di e tremenaz dre aman, ’læc’h mac’h omp chomet da zellet endro d’imp, Ac’han e tiskennaz betek ar Sedron, ha neuze e savaz da liorz ar Gwe Oliv.

’Leiz a veio, beio Judevien ha beio muzulmaned, a zo en daou du da draouien Jozafat. Darn anê, ’vel re Absalon, Zakari ha Jozafat, a zo koz koz ha hanval ouz chapeligo. Petra bennag a viskoaz e zo bet intered eno. Meur a den eta a deuio da hadvevan eno an de divezan euz ar bed, evit bean dioustu barnet gant hon Zalver