Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/204

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —

Jezuz. Setu perak, a van da van, ec’h eaz en kreden ar Judevien, hag en o goude en kreden ar gristenien, e vije dastumet eno an holl dud evit ar varnidigez vraz. Gellout a reomp delc’hel d’hen kredi : mes n’euz pec’het ebed evit hen nac’h. Ar Judevien hag ar Vuzulmaned hen kred ken stard ken e teuont en o beo da zibab ’barz an draouien al læc’h e plijo ar muian d’ê bean barnet ennan.

Me na gemeran ket ar boan da zisken ’vit ober ’vel Muzulmis. Forz ’zo d’in pelæc’h aman bean barnet ? Forz ’zo d’in zoken bean barnet aman pe e læc’h-all ?

An drompilh a vezo klevet
Dre-holl, er pevar c’horn ar bed,
Evit dastum en jeneral
An holl dirak an tribunal.


Eun dra hepken a c’houlennan : ma teurveo ar Barner Braz kaout true ouzin.

Ar poz a ver o paouez lenn a zo tennet euz ar pedenno kaer dispar a ve laret en Breiz-Izel dirak ar c’horfo maro. Nag a wech, en em yaouankiz, e zo digoueet d’int mont da gemer lod enne ! Na varve den endro da Wern-Lanrodek[1], hep n’ajen goude koan da bedi dirakan. Ha me ’lar d’ac’h na vije ket poaniuz evidon na ’vit ar re all chom war benno an daoulin epad eun hanter heur pe ouspenn. Speret ha kalon e vije ’nen gant komzo ar

beden.

  1. Ar Wern a zo eur vereri vraz euz parrouz Lanrodek, o deuz bevet enni epad kant ’la tud Kloarek ar Wern.