eun enklask piz, na deujont ket a-benn deuz o zaul : na rejont nemet stagan ar bobl mui ouz mui ouz hon Zalver.
Setu aman, berr ha berr, penauz e c’hoarveaz ar burzud. Evit se e heuilhin, pe dost, Histoar Zantel[1] an autro Buleon, person ha dean Bignan[2], a zo bet troet euz *yezik Gwened en yezik Treger gant an autro Herri, person Kervod[3].
Eur zadorn bennag e kavaz Jezuz war e hent eur pautr hag a oa ganet dall. Kranchet a reaz war eun tammik douar, hag e lakaz an tamm pri-ze war daoulagad an den dall, en eul laret : « Et breman d’en em oalc’hi da bisin Siloe. » Disken a reaz Sidoan (an hano-ze a larer e touge an dall), en em oalc’hi a reaz, ha raktal e teuas da welet evel pep-hini.
Ar re ac’h anavee ar pautr-se a chome souezet. Arsa ! ’me darn anê, daoust hag heñ n’eo ket heman a vije aman o c’houlen an aluzen ? — N’eo ket, ’me darn all, mes eun all hag a zo henvel outan. — Geo ’vad, ’me Sidoan, me ’c’h eo. » Ha neuze e c’houlennont digantan :
Piou, emezint, an euz laket anout da welet ? — Jezuz, emean, an eus græt eun tammik pri, ha frotet ma daoulagad gantan ; goude en euz kaset anon da oalc’hi ’nê da bisin Siloe. Bet on, ’n em oalc’het am euz, ha setu me a wel breman. »
Ar farizianed, na c’houlent ket e vije ansavet Jezus