’Vit mont d’ar Senakl ec’h eomp e-mæz eus park daelo sant Per hag e kemeromp eur vanel a hed e gleu. Eun tokad tier goloeet gant toenno bolzet, ha ’uz d’ê eur minaret, da laret eo eun tour a doug, tost d’e veg rond, ’vel tourio-tan Breiz, eur pondale-tro : setu pelæc’h e tigoueomp. Digeri a rer d’imp ar voskeen, goude koulskoude m’eo diæz kaout *autreadur da vont ebarz. Mes gant eur bakchich a bouez, e ve digoret er vro-man an holl dorjo : ’michans e zo bet roet unan gant an Tado da virer ar voskeen-man.
Sevel a reomp dre eur *viñz a gas anomp d’eur zal a zo enni pilhero ’vel en hon ilizo ojivek[1]. Hag, evit gwir, mar geo bet argaset ac’han gant tud Mahomet menec’h sant Fransez, breman ’zo tri c’hant vla, ec’h eo bet da vihanan lezet ’n he zav chapel ar manati : græt ’zo bet ganti eur voskeen. Daou estaj a zo enni :
mes na ve pedet gant muzulmis nemet er zal e-kroec’h. Evidomp-ni, n’hellomp ket pedi enni a vouez uhel, na
- ↑ Pa deu diou *oarek d’en em droc’han, e reont eun ojiven. Ze a digoue aliez, en Iliz-veur Landreger, hag en hini Kastel-Paul.