Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 195 —
laret a-gevred, ’vel el læc’hio-all, hon femp Pater hag hon femp Ave, ’vit gonid an induljans vraz. Pep-hini a lar e beden en e-unan, en e zav, dirak daou Durk a zell anomp dre zindan.
Ha koulskoude, mar ’zo eul læc’h santel en Jeruzalem hag a fellje d’an holl belerined, ha dreist-holl d’ar veleien, pedi ennan a c’heno ’vel a galon, ha war benno an daoulin, ec’h eo, a dra zur, ar zal ec’h omp enni breman. Enni pe da vlhanan elæc’h m’eman, e reaz Jezuz sakramant an Auter.
Ar yaou-umblid, da zerr-noz, e tebraz aman Jezuz hag an ebestel an Oan-pask a oa gourc’hemennet d’ar Judevien dibri d’o c’hoan de ’rauk gouel Fask. Ar bla-ze e kouee ar gouel ar zadorn. Mes hon Zalver a reaz e