*danzen d’ac’h eul læc’h en ti ma Zad. Pa mo danzeet al læc’h-ze, e tistroin davedoc’h, evit ho kas neuze ganin, Da c’hortoz, me ’bedo ma Zad da zigas d’ac’h eun all en em læc’h, evit nerzan ha sederaat ho kalon. Hennez a zesko d’ac’h peb tra, hag a chomo ganac’h da virviken. Rak bean eo ar Spered a wirione, n’hall ket ar bed hen digemer. »
An de e tlee Jezus distrei da gaout e ebestel ha kas o ine gantan en e varadoz, a oa de o maro.
Mes n’o doa ’met eur zunvez bennak da c’hortoz ar Spered a wirione hag a garante a bromete Jezus kas d’ê e-beurz e Dad,
Delc’hel a reaz Jezuz d’e c’hir. De ouel ar Pentekost, hanter kant de goude ma oa savet Jezuz euz ar be, en em gave an daouzek abostol (rak Matias a oa bet laket e læc’h Judas) unaned endro d’ar Werc’hez Vari, en sal ar Senakl. Dek de a oa, da laret eo ’boue yaou an Asansion, e oant eno bemde o pedi, en gortoz da digemer ar Spered-Santel. Fe vad, dougen a reaz freuz o retret.
Ar zul, wardro nav heur deuz ar beure, e klevjont ’vel eur barr avel ’uz d’o fenn. Kroec’h traou e tregerne