Yon hag hi na blij ket d’ê bean tost d’an dour : red eo d’ê kaout douar gre evit dont ervad. An heol ive a blij d’ê : setu perak, bep ma tostaer d’ar c’hreiste, e kav an nen anê stankoc’h. Mes arabad eo kredi e vent henvel ouz ar re a welomp en hon bro, harpet ouz eur voger bennag ha kemeret gante a-wejo hed eur voger hir. Aman ec’h int regennet e-kreiz an douar labour, ha harpet ouz peulio koat berr-berr : na zavont ket e-tuont da dri droatad. Pep-hini anê a ra ’vel eur bodadik koat : ar barr koz, pe ar skod-gwini, a zo er c’hreiz, ha dioutan, ’vel diouz eur vammen, e sav ar barroigo a dle dougen ar c’hropado rezin. Ar re-man a zo breman o tarevi, ha krog e ver d’o dastum evit ober gwin. Meur a labourer a welomp o pleal gant se.
Amzer aoalc’h hon deuz da zellet anê : rak hon c’herzet ac’h a war *c’horrekaat. Epad ma hedomp ar Yon hag, en he goude, sterio all bihanoc’h, eman an hent-houarn war zav, ha sevel a rei c’hoaz mui-ouz-mui bep ma tostafomp da veneio ar Gost-Aour.
Dre gichen meur a gær e tremenan, mes na dalv ket a-boan komz dioute da lennerien euz Breiz. Red eo d’imp, avad, ober eur poz gante en plenen Al Laum.