Goude, græt ganimp eur zell war iliz-veur Sant Jakez, ec’h eomp war eün d’hon hostaliri, hast ganimp d’en em lakat en disheol ha da ziskwizan euz hon beurevez.
’Vit ’n inderv e kemeran gant tri belerin all hent Betani. Daou hent a gas di : an hini berran, n’an euz ket ouspenn eul leo, a dremen a-dreist da Vene ar Gwe Oliv. Hennez a blijfe d’in ar muian ober, penegwir e tremen ive dre Vetfaje, hag ec’h eo bet pleustret meur a wech gant hon Zalver pac’h æ euz a Jeruzalem da di Lazar e vignon, a chome en Betani. Mes n’eo nemet eur wenojen, ha hi sonn-sonn an daou du d’an dosen. War droad hepken pe war azen e c’hell an nen tremen dre eno. ’Vit war azen, ne c’houlan ket me mont, dreist-holl ’boue ’m euz gwelet ’pez ’zo digoueet gant an Doktor Fauvel en e veaj Betleem. Mes meur a hini a zo, ha n’int ket ken aonek ha me : c’hoant gante d’ober an hent a zo etre Jeruzalem ha Betfaje war gein azen ’vel ma reaz Jezus an de a-genver Sul-’leuio, mes war an tu enep, e feurmont bep a loen skouarned-hir. Neubeud a dra a gousto d’ê : wardro eur skouet.
Mes unan anê an euz pæet e hini kals keroc’h : hanter