dilojet eo goustadig ha laket dizeblant en kerc’hen ar filouter.
Emberr, pac’h efet da gousket, e taulfet ple d’an dro vil a vo bet c’hoariet d’ac’h ; mes neuze ’vefet re divezad.
Setu ’pez a c’hoarveaz gant unan euz ar belerined, an nefoa kemeret eun azen ’vit ober e dro Betani.
Kenkouls e vije digoueet kement-all ganin.
N’am euz ket keu eta da vean lezet an ezen da vont endro hep kemer hini ’bed anê.
Neuze marvad e sonj d’ac’h ec’h on æt war droad, evit heuilh penn da benn ar wenojen a heuilhe hon Zalver ? N’on ket kennebeud. Ar re a oar pegen divalo eo, ha pegen devuz eo ar banno heol a goue breman war an douar, an euz dizaliet anon da vont war droad.
N’euz ket eta da laret : red eo d’in mont en goetur. ’Pez a zo ezet : rag hent braz Jeriko, eun hent neve digoret, a dremen dre Vetani, ha kariolenno a gaver ’pez a gerer ouz toull dor Itron-Varia-Frans.
’N em glevet a ran gant tri all ’vit feurman unan, hag « eido ! hip ! ». Disken a reomp ’vel an avel bete Jetse-