’Pez o deus græt aman Sant-Fransesiz, eo laket taer auter er c’hernio : n’am euz ket ezom da laret e teuin d’oferenni aman ’vit an deio.
Araug kwitât ar Gleuzen zantel, gwelemp petore ment he deuz : tregont troatad a hed, pemp war-nugent a ledander ha c’houæc’h a uhelder.
Lennomp ive ’pez a zo skrivet en latin ’uz d’an auter vraz : « Aman e tiveraz euz korf Jesus eur c’houezen a oad. » Mann ’met ar wirione, ’vel m’hon deuz gwelet uheloc’h.
E-mæz breman, ha da liorz Jetsemani a zo e-kichen.
« Liorzik » eo e tlefen laret : rak mar zo enni eur gorden douar, n’euz ket ouspenn. N’eo ket hanval ouz ’pez a oa gwech-all : klozet eo gant eur voger a zeiz pe eiz troatad a uhelder. Koulskoude, ma tistrofe war an douar ’vit he gwelet an dud a veve amzer hon Zalver,