Da gentan e zo stad vraz ennomp o sonjal e c’hellfomp fete, ni, bugale d’ar Werc’hez Gloriuz Vari, *lidan gouel he Ginidigez el læc’h e tigoueaz d’ei genel, el læc’h e oa o chom he zad, sant Joachim, gant he mamm, santez Anna. Bean ’zo eno breman eun iliz goestlet da zantez Anna, goude koulskoude ma tougaz gwech-all hano an Itron Varia ; ar ru a sko an iliz warni, hag an nor vraz a zo toullet en moger kær e penn ar ru-ze, a doug c’hoaz hano santel hon Itron : Sitti Mariam, en arabek.
’Trezek di en em doug hirie ar belerined, ha beure mad, ar veleien dreist-holl, a fell d’ê ofernian ’raug an oferen bred, a vo kanet da eiz heur. Æz eo ar c’herzet ar beure-man : fresk eo an amzer, hag ar ruio didud : netra en harz ’met eun toullad chas a zo o peurober o zroio noz, o fri gante gwech ha gwech er bernio louzoni, da c’houl ha kavout a refont enne eun dra bennag da chakat.
E-tuont da ze an hent a zo penn da benn war zisken, o vean m’hon deuz da heuilh hent ar Groaz bete ti Bons-Pilat. Eun nebeudik pelloc’h, treuzet ganimp kær a-bez, e kavomp, war hon dorn kle, eur regennad lojeiz a dle bean ar gouent a glaskomp.
Rak Iliz Santez-Anna n’eman ket he-unan. Aboue ar blavez 1878 e zo bet savet en he c’hichen gant ar c’hardinal Lavijeri, arc’heskop Aljer, evit e visionerien, an Tado Gwenn, eun ti-studi elæc’h ma ve stummed kloareged a bep noad ha græt gante beleien ’vit ar C’hresianed Melkit. Ar re-man, goude mac’h int katoliked euz ar gwellan, o deuz koulskoude eun doare da *lidan