Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/253

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 235 —


III


Eun oferen bred e giz ar C’hresianed.


Reizet eo peb tra en oferen-man herve kustum ar C’hresianed distag deuz ar gwir Iliz, goude koulskoude eo stag outi ar re a gemer lod en ofis. Mar goc’h souezet euz ze, setu aman peadra da zispenn ho souez. Ar C’hresianed hag an holl gristenien a vro zav-heol o deuz bet a-viskoaz o doare da *lidan en o ilizo, ha, ’vit netra, na c’houlfent hen leuskel. Hini o zado-koz ec’h eo hag, ouspenn ze, kaeroc’h e kavont anean ’vit hini al Latined, en *damani ma zo gantan muioc’h a dro hag ma zo ennan muioc’h a bedenno. C’hwel perak Pabed Rom, c’hoant gante da domman oute mui ouz mui ar C’hresianed zentuz ha d’ober d’ar re all distrei ezetoc’h davede, o deuz *autreet d’ê holl miret o c’hiz da *lidan. Aman, en ti-studi Santez-Anna, e ve stummed d’ê o *c’hloer gant an tado Gwenn.

Ar re-man, ’vit-se, na *lidont ket evelte. Penauz ’ta e reont i ’vit lakat o skolaerien da heuilh ofiso al lid gresian ? Mirout a reont eur pennadik daou pe dri velek neve urzet, a lakont da zevel ouz an auter ’vit an oferen bred.

Daou d’an nebeutan a zo ezom : rak na ve ket *lidet gant eur belek hepken. Ha gant se, daou *lider a welan breman krog gant an oferen bred. Gwisket kaer int,