Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/259

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 241 —

Ar c’hannad a zo deut war e lerc’h, an Au. Auzépy en em zell aman ive ’vel er gær. Dont a ra aman aliez, dreist-holl bep sul evit heuilh an oferen bred.

Hirie, eün mad, ec’h eo sul : na c’houito ket a dra zur ar c’hannad da dont da Zantez-Anna, Na pa na vije ket sul, e teuje memez tra, o vean m’eo berziet aman gouel Ginidigez ar Werc’hez ’vel eur pardon. Ha neuze, mar ’n euz gwelet ar c’hannad pelerined e Vro en iliz ar Be Santel, e fell d’ean digemer ’nê e ti Frans, he vamm hag o hini, ’vel ma tigemerfe eur map enan e vreudeur en ti e vamm.

War dro eiz heur hanter, ’koulz an oferen bred, ’ver en gortoz anean : birvi ’ra an dud er porz. Ar skolaerien a zo ’n eur regen, tost da nor-dal an iliz. Breman ’welan

7*