N’euz forz ! Ken akwit eo ar vevelien ma teuont a-benn da zerviji an holl war eun dro. Peurbrejet hon deuz ’benn e teuer da huchal d’imp : « Hip ! hip ! en goetur, mar plij ! »
Adarre pep-hini a gemer e blas ’barz ar bagonio, hag en hent !
Æt eo an heol da guzan, hag an noz, a-van da-van, a goue war ar mæzio. Keu braz am euz, rak plijadur a raje d’in sellet piz ouz ar *gwinienno ec’h eo goloet gante an douar. Ma vije aoalc’h a sklerijen, e welfen e-pign oute kropado freuz, hag i melen ’vel an aour. I o deuz roet e hano da vene ar Gost-Aour, eur mene a doug, war e du a zell ouz an heol o sevel, gwinienno hag a zo brudet mad en pevar c’horn ar bed.
Mes n’on ket ’vit o gwelet gant an devalijen a ren e-mæz. Petra vo græt eta breman, nemet kousket, pe, da vihanan, klask ar c’housket ?
A drugare Doue, me a deu a-benn d’hen kaout. Emichans e tigoue d’in dihuni gwech ha gwech, ’vel en Chalon hag en Macon ; mes hadvenel a ran, ha souezet on, pa digoran da vad ma daoulagad en gar Lyon, o welet eo dare noade[sic] vraz an horloj da verkan hanter-noz.
E-kreiz mac’h on, war gæ an ti-gar, o tihourdan ma diouhar hag o lonkan eur bannac’hik ær fresk, setu an Au. Neumager o tont da gâd anon. Græt gantan e dro Paray-ar-Monial, ec’h eo deut aman da gemer hon zren.
Prestik goude ec’h omp en hent adarre, Mes nan omp ket ’vit pell. Na bozomp nemet en Vienn, en Valans, en Avignon hag en Taraskon. Er gar-man e tihunan da