plegan d’imp pep tra. Hen ober a ra gant eur ouiziegez a lak anomp souezet.
’N eur diskoel d’imp an dra-man hag an dra-ont e kav an tu da laret d’imp ’pez eo mad gouzout diwar-benn an Templ koz ha relijion ar Judevien, diwar-benn an amzer gentan euz ar relijion gristen, ha diwar-benn relijion Mahomet.
E berr ha berr, setu aman ’pez a digoue d’ean laret d’imp.
Al læc’h-man eo ar mene Moriah, a laraz an Au. Doue d’Abraham pignal warnan, ’vit sakrifian eno e vab Isaak, war eun auter. Aman ive an Au. Doue, goude bean skubet 70,000 den gant ar vosen, ’balamour da bec’hejo ar roue David, a bardonaz d’ean hag a lemaz diwar e zujidi ar oalen a gasti. Mes gourc’hemenni a reaz d’ean sevel en e enor eun auter war ar Moriah ha *kinnig d’ean eur zakrifis a drugare. Ar roue a zentaz dioustu, ha kement a stad a oa ennan, ma lakaz en e spered sevel aman eun templ kaer d’an Au. Doue.
N’hellaz ket heñ ober e oestl, mes e vab Salomon hen reaz, hag en eun doare kaer meurbed, hep sellet ouz an dispign. Daouzek devez arat a c’holoe an Templ, ha, ’vit hen kempen, ne oa bet espernet nag an arc’hant, nag an aour.
Adalek neuze e teuaz da vean, ha chom a reaz epad mil ’la, penn ha kalon pobl Israel : ken e vo dispennet da vad, ne vo ket diskaret da vad rouantelez ar Judevien.
Diou wech e tigoue d’ean bean dispennet : mes diou wech hen adsaver, hag an dried templ a zo kaeroc’h ’vit an daou gentan.