Gantan eman al lore, ’balamour an euz bet an enor da zigemer Salver ar bed. Ennan eo bet digaset Jezus gant e Vamm hag e Dad mager, ’vit bean goestlet d’an Au. Doue, e wir Dad ; ennan e oa bet kavet gante o prezek d’an doktored ; ennan e teue da bedi bep pla, da amzer bask. Eno e prezege aliez d’ar Judevien. Eno, dreist-holl, e plije d’ean ’n em dennan en e zeio divezan. Unan euz an deio-ze, ar meurz d’abarde, pa oa deut e-mæz deuz an Templ, e lavaraz unan euz e ziskibled d’ean : « Sellet ’ta, Autro, pegen kaer eo an Templ, ha pegent stard azeet war vein braz. » — « Sellout a ret, eme Jezus, ouz ar pikol pez lojeiz-ze : ma ! na chomo ket dioutan men war ven : mont a rei a-bez d’an traou. » Dek vla ha tri-ugent goude, e teue da wir komz hon Zalver : eur zoudard Roman deuz arme Titus, a lake an tan en Templ hag, eur pennadik goude, ne oa anean nemet ludu. An impalaer a reaz diskar e vogerio.
Græt e oa e amzer : na oa ken ezom euz an auter deverez[1] ’vit *kinnig da Zoue goad ha kig loened, aboue ’nefoa redet en e enor war aoter ar c’halvar ar goad divin a ginnige d’ean an hini hen skuilhe. Ar zakrifis-man a lem o zalvoudegez digant ar re all. Ha n’eo ket en Templ Jeruzalem e tle bean kinniget, mes dre-holl ’læc’h ma vo ’laret an oferen.
Wardro tri c’hant ’la goude ma oa bet distrujet an Templ, e c’hoantaaz Julian, eun impaler roman an nevoa troet kein d’ar relijion gristen, tremen da
c’haouiad Jezus-Krist, an nevoa laret na chomje ket euz
- ↑ En gallek : autel des holocaustes.