Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/274

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 256 —

an templ-ze men war ven. Intenti a reaz adsevel anean ha setu krog e vicherourien gant al labour. Mes sevel a reaz deuz an douar flammo heuzus a harzaz ’nê d’azean ar gwele-mein a dlee dougen an Templ neve : na rejont evel-se nemet peurdispenn an hini koz beteg an donan euz ar mogerio ha lakat da vean muioc’h anat pegen gwir an nevoa komzet hon Zalver Jezus-Krist.

A c’houdevez e teuaz leuren an Templ da vean eul læc’h-diskarg ’vit bep seurt louzoni.


————


XII


Perak diou voskeen war al leuren zakr. — Moskeen Omar. — Taulen an tacho.


Setu, ’vit-se, wardro ar blavez 600, ar c’halif Omar, unan euz ar re an nevoa impliet ar c’hleve ’vit gonid tud da Vahomet, oc’h arruout war al leuren, hag o taoulinan war roc’h ar Moriah evit ober e beden, ha trugarekât an Au. Doue : d’ean, war e *vennoz, e tlee an enor da vean kemeret kær Jeruzalem, trec’het gantan ar Gristenien. Traoalc’h a oa ze ’vit lakat anean hag e dud da zellet al læc’h-ze vel eul læc’h sakr : setu perak e zo bet savet eno eur voskeen gant ar c’halif a deuas da ren goude Omar. Hano heman a oe roet d’ei.

Pedet ’n nevoa c’hoaz Omar, eun tammik pelloc’h, en