gnet, eun toullad deio goude an Asansion. Ar paour kæz a c’houlenne digantan ha digant sant Yan an aluzen, eur bakchij : « Sellet ouzimp ervad, » eme Per. Hag ar paour dioustu da stagan warne e zaoulagad, en gortoz ’michans da gaout eun dra bennag digante : « N’am euz ket arc’hant, ’me an abostol ; mes ’pez am euz a roan d’id : en hano ar C’hrist, Jezus a Nazaret, sav ’n’es sav, ha kerz. » Hag an den paour a gav dioustu e ziouhar hag a red ’trezek an Templ da laret trugare d’an Au. Doue.
’Dalek an abarde-ze ’oa bet laket sant Per er prizon. C’hwi ive, lennerien ger, mar ret ar vad d’ho nesan en hano Jezus, na laran ket na digoueo ket kement all ganac’h. Ken goaz eo hirie en Frans enebourien Jezus ha ma oant er Jude en amzer zant Per : breman c’hoaz eo difennet gante ober ar vad en hano Jezus.
Dre an Nor Alaoured ive, mar geo gwir ’pez a lavar Muzulmiz, e tle ar Franked tremen, eur gwener bennag, evit hadkemer Jeruzalem : setu perak eo bet stoufet gante, ha stoufet euz o gwellan.
’Vit kwitat al leuren zakr e fell d’imp eta mont e læc’h-all da glask digor. Dre gichen an Tour Antonia e tremenomp ha neuze e kemeromp hent ar gær.
Da c’hortoz koan ec’h eomp da chapel klanvdi Sant-Louiz, a zo ’stok d’Itron Varia Frans, evit bean binniget gant ar Zakramant.
Ar Werc’hez ive, an Itron Varia Lourd, a ro d’imp he bennoz deuz ar gleuzen a zo græt d’ei en porz ar c’hlanvdi. Karet eo aman hag enoret gant an holl glanvourien, betek gant ar re n’o deuz ket ar gwir fe. Fenoz dreist-