ar Sedron, rag ac’hane da veg ar mene a zo eur c’hra re reut da zevel. Kemer a reomp tro ar mene Skopus a zo en tu antronoz d’ar gær, war hent Sikem hag ar Samari. Eur wech tapet e griben, hon deuz hent plen betek mene ar Gwe Oliv. Hag an hent-se eo brao hen heuilh, da vihanan ’vit ar beure.
War hon dorn deo, en tu all d’an draouien don, en em led kær Jeruzalem, war diou pe daer grec’hen. Ouz he mogerio, ouz bolz moskeen Omar hag ouz hini ar Be Santel, hanter beuzet ’barz an devalijen, ec’h omp o sellet, pa welomp a greiz-holl tanio ru, ru vel glaouenno, o krigi duman ha duont war diarauk an tier. Kouent Itron Varia Frans dreist-holl e larfe ’nen e vije o tevi gant eun tan-goall : kemeret gant gwer he frenecho liou goad, en em lakont holl da lugerni.
Daoust petra ’ta a c’hoarve gante ? Eur zell war hon dorn kle hag hen goarfomp. Paran ’ra warne an heol, a zo o sevel duont pell-pell a-uz da veneio Moab. A dammigo bihan e tistag euz ar re-man eur voul danet a zigas bete Jeruzalem, a-dreuz d’ar vro, he liou ru gant he sklerijen skeduz.
He zomder, avad, na zanter ket c’hoaz : n’he deuz ket c’hoaz kaset e-kwit holl freskadurez an noz. Nag eo *gradus gant an nen beaji breman, e-kichen ec’h eo beaji war greiz an de !
Evidon da vean en em laket en hent beure mad, e kavan koulskoude kemeret an holl auterio ’barz ar voskeen. Ya, lennerien ger, en eur voskeen em oa c’hoant d’oferenni. Ha na vezit ket feuket, mar hen laran d’ac’h.
Læc’h ma ’n em ’zibradaz Jezus deuz an douar evit