Goude bean oferennet, ec’h an da drugarekat an Au. Doue diabarz ar voskeen. Fellout a ra d’in dreist-holl poket d’eur men a zo enni war blad al leuren : war ar men-ze e pouezaz da zivezan treid Jezus, ’rauk ma savaz d’ar baradoz. Dougen a ra c’hoaz rouden unan euz e dreid. Gant fe grenv eta ha gant karante birvidik e stokan outan ma muzello. Neuze e laran kenavo da Voskeen an Asansion, hag e kemeran an hent a ya da Garmez ar Bater.
An hano-ze a roer d’eur gouent savet tregont ’la ’zo war dosen ar Gwe Oliv gant ar brinsez La Tour d’Auvergne. Euz urz Karmez eo al leanezed a vev enni, ’n eur bedi ha ’n eur ober pinijen. En em gavout a ra ’læc’h e tiskaz Jezus d’e ebestel, ’vit an eil gwech, an doare da bedi e Dad, da laret eo komzo ar Bater : « Hon Tad pehini ’zo en env… » Setu perak eo hanved kouent ar Bater.
Eno, dindan ar *c’hlastr, e kavomp o vogedi ar gauter hon deuz gwelet desadorn ar beure ouz telten ar mene Sion ; leun eo adarre a gafe-læz. Bep a vannac’h a roer d’imp da zouban hon bara zec’h, ha war rauk !
Pa laran « war rauk », e skoan koste eun nebeudik,