Bean ’n euz ar Mor Maro pemp leo war-nugent a hed, ha pemp en e vrasan ledander. Ha pegeit eman ac’han ? Kalz pelloc’h ’vit na larfe ’nen : nao leo, hag-eñ na zeblant ket bean e-tuont da daer. Seblantout a ra ive bean kalz izeloc’h evidon. Ze, avad, n’eo nemet ar wirione. Eur mil metr bennak en em gavan a-uz d’ean, penegwir e tisken heñ 400 metr izeloc’h ’vit ar Mor Kreizdouarek, a zo d’e dro 600 metr izeloc’h evid mene ar Gwe Oliv.
Na zo ’neblæc’h e-kreiz an douar, na dour sall, na dour dous hag a chomfe ken izel dindan dour ar Mor Braz.
Na zo ’neblæc’h kennebeut dour hag a vefe blazet ken fall ha hini ar Mor Maro : larout a rafe ’nen a vefe *eoul-men ha dour sall mesk ha mesk. Bean ’zo ennan bep sort treo mad da gemer tan : bitum, asphalt, nitr, soud, hag all. Ha noazuz int holl ’vit an ælan ha ’vit ar goad.
Setu perak na weler ket a besked beo er mor-ze. Pesked maro, ’vad, na laran ket : goaz d’ar re en em ankoua da zont eno gant dour ar Jourden : mervel ’reont dioustu, hag o c’horf d’an *deun : rak an dour a zo ponner-ponner ha poan ’nefe an treo o chom war-var. Setu perak ive ec’h a war helpenn neb a glask nanvial er Mor Maro, ’met bean vefe eun diskraper euz ar c’hentan.
’Vel ma weler eta, n’an euz ket laeret ar mor-man e hano ; n’hell netra bevan ennan.
’Barz ar Skritur Sakr e komzer euz ar Mor Maro ’vel euz eur mor milliget. Marteze e oar ma lennerien evit petra. Mar n’ouzont ket, setu aman.