Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/295

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 277 —


V


Petra c’hoaz en gwel : ar Jourden. — Perak e plij badei gant dour ar ster-ze.


Pa zellan euz Mene ar Gwe Oliv ’trezek ar Mor Maro, e kav ive ma daoulagad ster ar Jourden, a gas d’ean he dour. D’ar Jourden eo an dour glaz du a red duont, er pellder, etre diou regennad koat.

Ober a ra e *gan vel eul lost d’ar Mor Maro, eul lost an em asten ’vel eul *lieten war du an hanter-noz.

Na skwizan ket o sellet ar ster-ze, gant a goant he c’havan. Ha neuze seblantout a ra d’in klevet ’nei o kontan d’in, ’vel eun test an euz sonj euz a bell, an holl vurzudo a zo c’hoarveet gwech-all goz en he c’hichen, ha beteg en he *c’han. Eun de e fellaz da Jozue treuzan ’nei gant an Hebreed, evit mont d’ar vro binvik a oa bet prometed d’ê gant an Au. Doue. Dal ma tostaaz d’ar ster ar re a douge an arc’h zantel, e tec’haz an dour euz an daou du, evit lezel ’nê hag ar re all da dremen war ar zec’h.

Eun de all (pevarzek kant vla goude) e kemere Sant Yan Vadezour euz an dour-ze hag e vadee gantan hon Zalver Jezus-Krist.

Setu perak, goude e c’heller rei ar vadeiant gristen gant n’euz forz petore dour gwerc’h, e plij koulskoude da veur a dad ha da veur a vamm ober badei o bugale

8*